E Breizh e vez komzet brezhoneg ha galleg, n’eo ket gwir ?
En Bretagne, on parle breton et français, n’est-ce pas ?

 

Brezhoneg er skolioù

Diwar anv an teir bro a ya d’ober Penn-ar-Bed (Kerne – Leon – Treger) e teu  K.L.T. Houmañ a gemer perzh er c’helenn brezhoneg hag a gas war-raok kultur Breizh war un dro.

Brezhoneg er skolioù e-lerc’h ma vez kelennet e galleg : evit peseurt ?

Ar brezhoneg a oa betek n’eus ket gwall belloù ar yezh a veze graet ganti bemdez gant hon tud, hon tud-kozh pe kement hini a oa o chom e Breizh-Izel.
Siwazh ez eo bet lakaet ar brezhoneg a-gostez abaoe hanterkant vloaz zo pe dost, gwashoc’h c’hoazh ankounac’haet.

Reiñ un tañva d’ar brezhoneg d’ar vugale

Kustumiñ bugale ar skolioù d’ar brezhoneg eo hon labour. Dre ar c’hoari hag ar c’homz e vez kaset ar c’hentelioù da benn.
Dre ’n hent-se e c’hell ar vugale lavaret e brezhoneg ar pezh o deus desket, pep hini d’e dro pe an holl asambles, gant doareoù a bep seurt : kanaouennoù ar vro pe nevez, rimadelloù, pezhioù-c’hoari bihan, c’hoarioù, dañsoù Breizh ha broioù Kelt, margodennoù...

Digeriñ daoulagad ar vugale war ar brezhoneg

Gant ar pezh a ginnigomp hag ar vuhez tro-dro dezhe e c’hello ar vugale en em rentañ kont drezo o-unan ez eus eus ar brezhoneg e-barzh o buhez pemdez : panelloù henchañ en div yezh, anvioù familh hag anvioù lec’h, abadennoù er post-bihan pe vras...

Anavout talvoudegezh ar brezhoneg a-benn intent gwelloc’h hon c’hultur

Ar c’hentelioù er skolioù kinniget gant K.L.T n’int ket graet evit lakaat ar vugale da gomz brezhoneg da vat e dibenn ar c’hentañ derez. Reiñ c’hoant dezhe da vont pelloc’h gantañ dre o zommañ outañ, setu ar pezh a vezomp o klask ober...

 

 

Roll ar skolioù un tamm brezhoneg enno.
Bloavezh 2010 - 2011

War-nez bezañ savet a-nevez.