Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Tachenn-gampiñ ar Redadeg e Montroulez

          • Nozvezh ar sadorn 25 a viz Mae 2024
            Tachenn Keranroux
            Montroulez
          •  

            KAMPIÑ e MONTROULEZ D'AN NOZ GOUDE DEGOUEZH AR REDADEG

            Da-geñver degouezh ar Redadeg d'ar 25 a viz Mae 2024 e Montroulez e kinnig  KLT - Ti ar Vro Montroulez d'ar re a gemer perzh staliañ o zeltenn, ma fell dezhe, war un dachenn a servijo da dachenn-gampiñ evit an noz etre ar 25 hag ar 26 a viz Mae nemetken. Tachenn sport stad Keranrouz an hini zo kinniget, nepell diouzh ar blasenn Charles de Gaulle hag ar Manu, e-lec'h ma vo gouelioù ar Redadeg.

            N'eo ket ur c'hamping 5 steredenn a gavfet eno, un dachenn rugby eo, gant gwiskvaoù ha privezioù. Kuit a goadaj kaer ha prisius, kentoc'h e vo a-c'hiz-kozh. Lâret eo an traoù !

            Doareoù :

            • Panelloù en kêr a ziskouezo deoc'h penaos mont d'an dachenn-gampiñ

            • 200 den d'ar muiañ-tout a c'hallo kampiñ eno

            • Evit mann eo

            • Ne vo degemeret ar gamperien nemet d'ar sadorn etre 2e goude kreisteiz hag 8e noz ; war-lerc'h 8e noz ne vo degemeret den ebet ken

            • Tud a-youl-vat a vo eno ouzh ho tegemer, gwiriañ oc'h enskrivet, reiñ deoc'h ur braseled dre bep den ha diskouez deoc'h pelec'h plantañ ho teltenn

            • Ur parkva zo war-blas evit laoskel hoc'h oto, kar difennet e vo mont gant otoioù dre-holl tro-dro d'ar Manu

            • Ur minibus a vo o tont hag o vont ingal etre ar Manu hag ar c'hamping e fin an nozvezh

            • Tud a vicher a raio war-dro ar surentez adalek 8e d'ar sadorn da noz betek an deiz war-lerc'h ar beure evit diwall ho madoù (deoc'h da daoler pled memes tra chom hep

              laoskel traoù a briz en ho teltennoù)

            • Ret e vo kuitaat al lec'h d'ar sul a-raok 11e beure. Tud a-youl-vat a vo war-blas hag a raio diouzh se.
             

            Goulenn a reomp gant an holl gamperien reiñ o ger ne refont ket gant produioù enep-lezenn, e chomfont hep evañ alkol en dachenn-gampiñ, e toujfont da anterinded al lec'h, ne refont na brasero, na barbecue na tan e mod ebet hag e toujfont da sioulder an dud all… Ouzhpenn da se e tisklêriont bezañ prest da sikour evit naetaat al lec'h a-raok mont kuit, er-maez koulz hag er gwiskvaoù ha privezioù.

            Evit lakaat e anv n'eus nemet leuniañ ar furmskrid a-espres d'ober (amañ dindan pe amañ : https://forms.gle/VyScMEurnypZTGsw5). Kentañ enskrivet, kentañ servijet (200 den d'ar muiañ!). Sete arabat gortoz ar poent diwezhañ.

             

             

          • camping.jpg
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam