Savet e oa bet K.L.T. e 1999 evit bodañ kevredigezhioù Bro Vontroulez a rae war-dro yezh ha sevenadur Breizh.
An deiz hiziv ez eus un ugent bennak a gevredigezhioù mui e-tro ur c’hant a dud ezel eus K.L.T. strewet war ar peder c’humuniezh kumunioù-mañ : Montroulez Kumuniezh, Kumuniezh Kumunioù Bro Landivizio, Kumuniezh Kumunioù Bro Leon, Kumuniezh Kumunioù Bae ar C’hernig.
Gwir kevredad kevredigezhioù breizhek Bro Vontroulez, K.L.T. zo e bal kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh dre reiñ binviji ha sikour d’e izili.
K.L.T. zo deuet da vezañ ivez un aozadur a-vicher hag a gemer poan da :
- diorren ha merañ kentelioù-noz,
- kinnig un tañva eus ar brezhoneg e skolioù-mamm ha skolioù kentañ derez er vro,
- kenaozañ ar festival TAN MIZ DU bep bloaz, e miz Du just a-walc’h,
- kinnig prantadoù dudi e brezhoneg evit bugale skoliataet en hentennoù divyezhek war an amzer skol pe tra-skol,
- titouriñ par ma c’hallomp an holl re a faot dezhe gouzout hiroc’h diwar-benn ar pezh a vez kavet er vro hag e Breizh a-bezh war dachenn yezh ha sevenadur Breizh.
Roll al lec'hienn de KLT, pays de Morlaix
Degemer
Keleier Bro Vontroulez
Dudi ar vugale
Roll sonerien ha kanerien ar vro
Kentelioù-noz brezhoneg
Kentelioù brezhoneg er skolioù
Istor Bro Vontroulez
Degemerl
Liammoù Internet war ar sevenadur Breizh
Izili ar c'henvodad KLT
Gouel Tan Miz Du
Programm Gouel Tan Miz Du