
Mont e darempred
02 98 63 98 79
06 82 77 10 10
Skrivit deomp war
Digor e vez ar burev
eus al Lun d’ar Gwener
09:15 / 12:15
13:45 / 17:45
41 kae Leon
29600 MONTROULEZ |
Savet e oa bet K.L.T. e 1999 evit bodañ kevredigezhioù Bro Vontroulez a rae war-dro yezh ha sevenadur Breizh.
An deiz hiziv ez eus un ugent bennak a gevredigezhioù mui e-tro ur c’hant a dud ezel eus K.L.T.
Tachennad labour K.L.T a zo lec'hiet war ar peder c’humuniezh kumunioù-mañ : Montroulez Kumuniezh, Kumuniezh Kumunioù Bro Landivizio, Kumuniezh Kumunioù Bro Leon, Kumuniezh Kumunioù Bae ar C’hernig.
Gwir kevredad kevredigezhioù breizhek Bro Vontroulez, K.L.T zo e bal kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh dre reiñ binviji ha sikour d’e izili.
K.L.T. zo deuet da vezañ ivez un aozadur a-vicher a implij 8 den hag a gemer poan da :
-
diorren ha merañ kentelioù-noz;
-
kinnig un tañva eus ar brezhoneg e skolioù-mamm ha skolioù kentañ derez er vro;
-
kenaozañ ar festival TAN MIZ DU bep bloaz, e miz Du just a-walc’h;
-
kinnig prantadoù dudi e brezhoneg evit bugale skoliataet en hentennoù divyezhek war an amzer skol pe tra-skol;
-
titouriñ par ma c’hallomp an holl re a faot dezhe gouzout hiroc’h diwar-benn ar pezh a vez kavet er vro hag e Breizh a-bezh war dachenn yezh ha sevenadur Breizh.
Mar karit dont d'hor gwelet eo mat deoc'h gouzout omp staliet e ti ar Manu e Montroulez.
Aze e voc'h degemeret gant Kristian Ar Mener, rener pe
gant Veronig Pereira, sekretourez. |
|