Kaozeadennoù e brezhoneg

*********

D’ar merc’her 6 a viz Mae 2009 deuit d’ober anaoudegezh gant:

Nelly BLANCHARD

Un nebeud levrioù : kronikenn vihan
D'ar merc'her 6 a vis mae, da 8 eur nos, e vo Nelly Blanchard, kelennerez-enklaskerez e kevrenn vrezhoneg an UBO, en ostaleri The Greystones o reiñ he soñjoù diwar-benn al levrioù diwezañ 'deus lennet. Skrid-buhez al labourer-douar Herve Burel, pezh-c'hoari "Tan ha ludu" gant Pierre-Jakez Helias, buhez ar vatez-livourez Séraphine, ar "Stabat Mater" gant Tanguy Gwegen eus Montroules pe "Paris-Brest" gant Tanguy Viel : savet 'vo ar gronikenn vihan-mañ diwar lammoù - lammoù deus ur yezh d'eben, lammoù etre meur a amzer ha meur a lec'h - hag iwe diwar divisoù gant an dud a deuio da selaou anezi, bet lennet pe get al levrioù-mañ gante. 

***********

Pub « Le Greystones » 13 rue Gambetta – MORLAIX à 20 heures - Entrée gratuite

‘Vit gouzout hiroc’h : KLT - 02 98 63 98 79 ou 06 82 77 10 10 / www.klt.fr